Ar moustiked zo amprevaned eus kerentiad ar Culicidae.
Bez o deus kerniel hir ha fin, eskell gant skantennoù, ar barezed o deus korzennoù-beg hir ha reut doare flemmañ-sunañ. Hiziv-an-deiz 3543 spesad moustiked a zo, renket e 111 rann hag a vez kavet dre ar bed holl. Kalz nebeutoc'h anezho a flemm Mab-Den.
Ar moustiked o deus ur gefridi da geñver an ekoreizhiadoù mes dreist-holl da geñver treuzkas ar c'hleñvedoù-red etrezek Mab-den pe al loened. Kement-mañ ouzhpenn d'ar flemmadennoù kasaus, bez ez int ar strollad treuzkaserien gwasañ kleñvedoù etrezek Mab-den[1], evel kleñved ar paludoù[2]
Kavet e vezont dre an holl douaroù diveuz (met ket en Antatika), kement er c'hoadeier, er c'hêrioù pe er savanenn. A-bep ma vez ur gorread dour dous pe dour hal (gorread bihan pe berrbad). 65 spesad disheñvel a zo bet daveet er Frañs kevandirel.