Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Narbonensis

Proviñs roman Gallia Narbonensis war-dro 120

Gallia narbonensis pe Narbonensis berr-ha-berr a oa anv ur broviñs c'halian er Republik roman hag en Impalaeriezh roman.
Provincia, da lavaret eo "ar Broviñs" a veze graet anezhi gant ar Romaned, aleze an anv Provañs.

Aloubet e oa bet ar vro gant ar Republik roman etre 125 ha 121 kent J.-K., goude un nebeud ergerzhadennoù-brezel, dreist-holl re Gnaeus Domitius Ahenobarbus ha Fabius Maximus Allobrogicus.
Etre Tolosa er c'hornôg hag al lenn Leman emañ an dachenn a voe aloubet. A-drugarez d'an aloubadenn-se ez eus bet digoret un hent war an douar etre proviñsoù Spagn ha Gallia Cisalpina. Dieub e chomas Masilia (Marseille) e-kreiz ar "Broviñs" a-drugrez d'he darempredoù tost gant ar Romaned. Marteze ne voe roet e statud ofisiel (lex provinciae) d'ar "Broviñs" nemet goude beaj Pompeius eno er bloavezhioù 70 kent J.-K..

Diazezet e voe Narbo Martius[1] (Narbonne), ar c'hentañ trevadenn roman e Galia, war an aod e-kichen an Aude e 118 kent J.-K.. Homañ eo a roas hec'h anv d'ar Broviñs.
Aquae Sextiae (Aix-en-Provence) a voe fontet gant ar Romaned e 122 kent J.-K..

E 109 kent J.-K. e voe drastet ar vro gant ar Gimbred, an Deutoned hag an Ambroned e-pad o ergerzhadegoù a-dreuz Europa.

Julius Caesar, prokoñsul Gallia Narbonensis ha Gallia cisalpina eus 58 da 49 kent J.-K., a dennas arc'hant ha soudarded anezhe evit aloubiñ Galia. Staget e voe Masilia ouzh ar broviñs gantañ e 49 kent J.-K. abalamour ma oa aet a-du gant Pompeius e-pad ar brezel diabarzh.

  1. "Ar geoded dediet d'an doue Meurzh."

Previous Page Next Page