| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Sauropsida | ||
Usurzhad : | Dinosauria | ||
Urzhad : | Ornithischia | ||
Isurzhad : | Ornithopoda | ||
Kerentiad : | Hadrosauridae | ||
Iskerentiad : | Lambeosaurinae | ||
Genad : | Parasaurolophus | ||
Spesadoù | |||
Pelec'h e veze kavet | |||
Amerika an Hanternoz | |||
Prantad | |||
Kretase uhel, ~76-65 milion | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ur Parasaurolophus, pe Parasaorolofus zo ur genad dinosaored eus kladenn an ornithopoda a oa o vevañ e diwezh ar c'hretase er pezh zo hiziv Norzhamerika, war-dro 76,5-73 milion vloaz zo.[1] Geotdebrerien e oa loened ar genad-se ha gallout a raent bale en un doare daoudroadek pe pevarzroek. Tri spesad zo anavezet : P. walkeri, P. tubicen, hag ar P. cyrtocristatus kribellet-berr. Kavet ez eus bet dilerc'hioù en Alberta (Kanada), en New Mexico hag en Utah (Stadoù-Unanet). Deskrivet e oa evit ar wezh kentañ e 1922 gant William Parks diwar ur c'hlopenn ha darn eus ur relegenn dizoloet en Alberta.
Ar Parasaurolophused a oa izili eus an hadrosauridae, ur gerentiad liesseurt eus dinosored eus ar c'hretase brudet evit klinkadurioù iskis o fennoù. Anavezet eo ar genad-se dre gribell o c'hlopenn a yae d'ober un duellenn hir gromm a greske etrezek an nec'h ha tu-a-dreñv ar c'hlopenn. Ar Charonosaurus eus Sina, marteze e oa anezhañ ar strollad loened kar tostañ, a oa un hevelep klopenn oute hag ar memes kribell moarvat. Komzet o deus kalz ar skiantourien diwar-benn ar gribell-se. A-du emañ ar pep brasañ da lâret e talveze d'al loened-se da anavezout reizh, ha pesad ar re all, da leuskel trouzioù ha da reoliañ gwrez o c'horf.