Pont del Diable zo ur pont e Katalonia, anavet ivez evel pont Sant Bartomeu[1], dreist ar stêr Llobregat, entre Martorell ha Castellbisbal. N'eo digor nemet d'an dud war-droad. Ar pont a vremañ, savet e 1965, zo un eilenn eus ar pont gotek a oa bet savet eno e 1283 war diazezadurioù roman.