Porched an Douaroniezh |
Un nebeud rummadoù :
Petra eo an douaroniezh ?
An douaroniezh zo ur skiant hag a studi darvoudoù fizikel, bevoniel, hag an dud zo e-barzh ur c'horn-bro, ha dreist-holl a studi penaos int ingalet ennañ, da lavarout eo ar galloudoù a ren anezhe hag an darempredoù kenetreze.
Lenn muioc'h...
Sklêrijenn war...
Douaroniezh Mec'hiko
Ur vro eus Norzh Amerika eo Mec'hiko. Harzoù war zouar he deus gant Stadoù-Unanet Amerika (3 326 km) en norzh ha gant Belize (250 km) ha Guatemala (962 km) er su.
Digor-bras eo ar vro war ar mor (10 143 km), war ar Meurvor Habask ha pleg-mor Kalifornia (7 338 km) er c'hornôg, ha war mor Karib ha pleg-mor Mec'hiko (2 805 km) er reter. 1 972 550 km² eo gorread hollek ar vro, en ur gontañ 6 000 km² a inizi er meurvor Habask, e pleg-mor Kalifornia, e mor ar C'haraibed hag e pleg-mor Mec'hiko.
En em astenn a ra takad armerzhel dispellaus (TAD) Mec'hiko war 370 km adalek pep aod, en holl 2,7 milion a km².
En dachennad ez eus ivez un nebeud inizi evel Guadalupe ha Revillagigedo (Meurvor Habask).
Kavout a reer ivez menezioù-tan a-leizh. Pikern Orizaba a dizh 5700 m hag ar poent izelañ eo al Laguna Salada zo 10 m dindan live ar mor. Techet eo ar vro d’ar c'hrenoù-douar, a vez taer-kenañ a-wechoù.
E-touez an danvezioù naturel e kaver an arc'hant, ar c’houevr, ar gaz naturel, an aour, an tireoul, ar plom hag ar zink.
Ar mor |
Breizh |
Alamagn |
Aostria |
Bro-C'hall |
An Izelvroioù |
Japan |
Sina |
Egipt |
Porched ar porchedoù | Porchedoù a vank Pere eo ar porchedoù ha penaos sevel unan ? | ||||
Arzoù | Douaroniezh | Jedoniezh | Kevredigezh | Skiantoù | Teknologiezh |