Ar ger pried a vez implijet, en ul live yezh uhelik, da gomz eus un den dimezet, da lavarout eo:
- e-lec'h ar ger gwaz, evit ur paotr;
- e-lec'h ar ger gwreg, evit ur plac'h (lavaret e vez ivez: gwreg-pried pa vez c'hoant da lakaat kemm etre paotr ha plac'h[1]).
Ar priedoù a vez lâret el liester, hag an dud nevez da zeiz eured ar priedoù. An daou bried, a vez lavaret ivez.
- ↑ François Vallée, Grand dictionnaire français-breton, p.268a.