Ur gêriadennig eus kreisteiz Sir Gaerfyrddin, e mervent Kembre, eo Pum Heol, pe Pump Heol (Five Roads, e saozneg). War an hent etre Caerfyrddin ha Llanelli emañ: ur 7 km eus Llanelli, hag un 12 eus Caerfyrddin. E kumuniezh Llangyndeyrn emañ.