Ar République bouillonnaise, pe Republik Bouillon, zo bet ur stad berr he fad hag a oa bet krouet e 1794 en dugelezh Bouillon, ur stad vihan (230 km2) dizalc'h etre Bro-C'hall da neuze hag an Izelvroioù aostrian (e Belgia hiziv). Padet e oa eus miz Ebrel 1794 betek miz Here 1795. 12 000 annezad a oa eno e 1790.