Repiblik d'Ayiti République d'Haïti | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Kan broadel | La Dessalinienne | ||||||
Yezh ofisiel | Galleg Kreoleg Haiti | ||||||
Kêr-benn | Pòtoprens | ||||||
Gorread • hollad • % dour |
27 750 km² 0,7 | ||||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
7 527 817 (2003), 11,1 milion (brasjedet e 2019) 271/km² | ||||||
Prezidant | |||||||
Kentañ ministr | |||||||
Gouel broadel | 1añ a viz Genver | ||||||
Moneiz | Gourde (HTG) | ||||||
Kod pellgomz | 509 | ||||||
Kenrouedad | .ht |
Ur stad e kornôg enez Hispaniola er C'harib eo Republik Haiti (Repiblik d'Ayiti e kreoleg, République d'Haïti e galleg, div yezh ofisiel ar vro). Pòtoprens (Port-au-Prince) eo he c'hêr-benn.
Ar bobl taino a oa o vevañ en enezenn pa erruas Kristol Goulm e 1492. Un drevadenn spagnol a zeuas da vezañ, ha gall diwezatoc'h. Krouet e voe Republik Haiti e 1804 goude trec'h sklaved ha tud a liv dieub war lu Napoleone Buonaparte e emgann Vertières e 1803. Paour ha feuls e vezas ar vro a-hed an XIXvet kantved ha XXvet kantved, e dalc'h ar re Duvalier ha Jean-Bertrand Aristide da skouer. Goude ar c'hrenndouar e 2010 e klask ar vro gwrizienniñ an demokratelezh.
Ezel ar Broadoù Unanet, Aozadur Stadoù Amerika, Kevredigezh Stadoù ar C'harib, Aozadur Etrebroadel ar Frankofoniezh, ar Font Moneizel Etrebroadel, Aozadur Bedel ar C'henwerzh ha Kumuniezh Amerika Latin ha Stadoù ar C'harib eo.