Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Republik Ligur

Banniel ar Republik Ligur
Ledenez Italia e 1799

Ar Republik Ligur pe Republik Liguria a voe embannet d'ar 14 a viz Mezheven 1797, er vro a zo en-dro da gêr Genova, ha dindan levezon ar C'hallaoued. Padout a reas betek miz Mezheven 1805, war-bouez ur pennadig amzer e 1800 pa voe aloubet gant armeoù Aostria.
Genova e oa ar gêr-benn. Diazezet e oa bet ar republik c'hoar-se war douaroù Republik Genova.

D'ar 6 a viz Mezheven 1805 e voe unanet ar Republik Ligur ouzh an Impalaeriezh c'hall kentañ, ha rannet e voe e tri departamant : Apennins, Montenotte ha Gênes, nemet staget e voe tolead Sanremo ouzh an Alpes-Maritimes.

Adembannet e voe ar Republik Ligur e miz Ebrel 1814, ha padout a reas betek miz Kerzu er bloaz-se. Goude-se e voe staget ouzh Rouantelezh Sardigna.


Previous Page Next Page