Rhosddu, pe Rhos-ddu, zo ur gumuniezh e kontelezh Wrecsam, e Kembre. E 2011 e oa poblet gant 6 840 a dud, ha 777 anezho (11,7%) a oa kembraegerien[1].
Dont a ra anv Rhosddu eus an daou c'her kembraek rhos ("roz") ha du ("du"). Ur barrez eo Rhosddu ivez, savet e 1886. Gouestlet eo an iliz-parrez d'an abostol Sant Jakez.