Ar riegezh, pe souvereniezh, zo ur meizad politikel evit termeniñ an aotrouniezh hag ar veli war un tiriad pe war ur strollad pobloù. Ar rieg (eus an hengeltieg hag henvrezhoneg ri kevatal d'ar rex latin ha d'ar brezhoneg roue) eo an hinienn a zo an aotrouniezh pennañ gantañ, un den hag a zo e penn ar riez, prezidant, impalaer, roue pe priñs.
E-doug an Grennamzer, war-dro an XIIIvet kantved e oa bet distaget tamm ha tamm ar riegezh eus an hinienn unpenn evit bezañ staget ouzh ar riez, hemañ ur boud strollel, ur strollegezh dezhi ar veli war un tiriad termenet mui pe vui.
Kadarnaet eo bet riegezh ar riezoù e 1648 gant Feur-emglev Westfalia pa voe embannet ez eo mestr pep riez war e vont-en-dro diabarzh.
Koulskoude, abaoe kreiz an XXvet kantved, riegezh ar riezoù en deus kroget gant bezañ disnasket diouzh meizad ar riez p'eo bet treuzkaset darn o velioù d'an aozadurioù etrebroadel.