Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Rusianeg


Rusianeg
(русский язык)
Ar bed rusianek
MM Ofisiel   MM Stank
Perzhioù
Komzet e : Rusia ha meur a vro all
Rannved : Europa ar reter hag Azia
Komzet gant : 260 milion
Renkadur : 4-7
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Rusia
Banniel Belarus Belarus
Banniel Kazakstan Kazakstan
Banniel Kirgizstan Kirgizstan
Banniel Aozadur ar Broadoù Unanet Aozadur ar Broadoù Unanet
Akademiezh : Росси́йская Акаде́мия Нау́к
Urzh ar gerioù : SVO
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 ru
ISO 639-2 rus
ISO 639-3 rus
Kod SIL RUS
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar rusianeg[1], pe ruseg[2], pe rouseg[3] (ру́сский язы́к, rousski yezik) zo ur yezh eus skourr slavek ar reter e familh ar yezhoù indezeuropek. Er strollad-se emañ ivez an ukraineg hag ar belaruseg. Ouzhpenn 300 milion a rusegerien zo. Yezh ofisiel Kevread Rusia, Belarus, Kazakstan ha Kirgizstan eo, an tu kreñv a zo gantañ e rannvroioù 'zo eus Ukraina (pergen e Su hag e Reter ar vro hag er gêr-benn Kiev), e Moldova, Latvia, Estonia ha broioù all bet e-barzh an Unaniezh Soviedel. Yezh daremprediñ eo e-barzh Kenglad ar Stadoù Dizalc'h, hag ur statud a yezh ofisiel en deus ivez en Aozadur ar Broadoù Unanet.

Reoliet eo gant Росси́йская Акаде́мия Нау́к (Akademiezh skiantoù Rusia).

Ober a reer gant ul lizherenneg kirillek a 33 lizherenn evit skrivañ ar rusianeg. Dibar eo ar yezh evit meur a abeg. Daou fonem disheñvel a c'hall bezañ al lodenn vrasañ eus he c'hensonennoù : unan staonekaet (blot) hag egile drekstaonekaet (kalet). War lerc'h ar c'hensonennoù kalet emañ ar vogalennoù а, е (er gerioù estren), э, о, у, ы, ъ (doare skrivañ kozh) pe vogalenn ebet, ha war lerc'h ar c'hensonennoù blot emañ ar vogalennoù я, е, ё, и, ю, ь. Atav kalet eo ar c'hensonennoù ж, ш ha ц, atav blot eo ч ha щ. Ur yezh taol-mouezhiet eo ar rusianeg. Cheñch a ra distagadur ar vogalennoù n'int ket pouezet. Gallout a ra plas an taol-mouezh cheñch ster ar ger eta : da skouer замо́к (zamok, hag a dalv kement ha krogenn-alc'hwez) and за́мок (zamak, kastel).

  1. Stumm nemetañ e Geriadur Vallée, Geriadur Martial Ménard, Geriadur brezhoneg An Here, Geriadur R. Le Gléau, en tu galleg-brezhoneg Geriadur Hemon-Huon ...
  2. Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, geriadur enlinenn G. Cornillet.
  3. Hervez André Markowicz ha Yann-Varc'h Thorel.

Previous Page Next Page






Аурыс бызшәа AB Урысыбзэ ADY Russies AF Russische Sprache ALS Орус тил ALT መስኮብኛ AM Rosiya a Sowal AMI Idioma ruso AN Russisc sprǣc ANG रूसी भाषा ANP

Responsive image

Responsive image