Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Sanhedrin

Ar Sanhedrin (hebraeg hag arameeg סנהדרין, henc'hresianeg : Συνέδριον synedrion ; "azezet asambles" ha diwar ar ster-se "bodadeg", "kuzul") a oa bodadegoù 23 pe 71 a dud fur (anvet rabin goude distruj an Templ) anvet da lez-varn pep kêr Douar Israel e Yuzevegezh an Eil Templ.

Daou rummad lezioù-barn yuzev a oa, ar Sanhedrinoù Izel gant 23 barner anvet e pep kêr hag ar Sanhedrin Meur e Jeruzalem, ennañ 71 barner, a c'hoarie perzh ul lez-varn uhel. Alies e veneger ar Sanhedrin Meur pa reer anv eus sanhedrin.

Da vare an Eil Templ en em vode ar Sanhedrin Meur bemdez - war-bouez ar Chabat hag an deizioù gouel - e Templ Jeruzalem. Pa voe distrujet an Eil Templ ha goude emsavadeg Bar-Kokhba e tilec'hias ar Sandhedrin da C'halilea. D'ar mare-se e voe lesanvet Patriarkiezh Galilea pe Patriarkiezh Palestina dre m'edo Galilea e proviñs roman Syria-Palestina. E fin ar bloavezhioù 200, evit tremen e-bioù d'an heskinerezh, e voe dilezet an anv Sanhedrin ha rentet an divizoù dindan an anv Beit HaMidrach (Ti an Deskiñ). E 358 e voe embannet an diviz diwezhañ a-berzh ar Sanhedrin Meur diwar-benn an deiziadur hebraek. Divodet e voe e 425 a-benn ar fin gant heskinerezh an impalaeriezh roman aet da gristen. A-hed an amzer e voe klasket krouiñ ensavadurioù par d'ar Sanhedrin, evel ar Grand Sanhedrin krouet gant Napoleon Bonaparte, pe pa voe klasket adsevel ur "gwir" Sandhedrin, dreist-holl en Israel goude 1948.



Previous Page Next Page






Sanhedrin ALS سنهدرين Arabic السنهدرين ARZ سنهدرین AZB Сінедрыён BE Синедрион Bulgarian সানহেদ্রিন Bengali/Bangla Sanedrí Catalan سەنھێدرین CKB Sanhedrin Czech

Responsive image

Responsive image