Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Segusiavi

Pobloù Galia
Ar vro annezet gant ar Segusiavi, marteze

Ar Segusiavi (Σεγοσιανοί pe Σεγουσιανοί en henc’hresianeg, Segusiavi e latin) a oa ur bobl c'halian diazezet er c’hornôg da Lugdunum (Lyon bremañ), war un dachenn a zo aet d’ober departamantoù Loire ha Rhône.

N’anavezer ket mat harzoù ar vro annezet ganto, dreist-holl en hanternoz, met diwar ar pezh a lenner e skridoù Julius Caesar hag an douaroniour Klaudios Ptolemaios e c’haller lavaret e oant war harzoù ar Provincia roman, gant ar pobloù-mañ en-dro dezho : Aedui en hanternoz, Ambarri er biz, Allobroges er reter, Vellavi er c’hreisteiz hag Arverni er c’hornôg. Goude aloubadeg ar Romaned e oa o c’hêr-benn e Forum Segusianorum (kêr Feurs bremañ)[1].

Julius Caesar, e-barzh De Bello Gallico, a ra anv eus ar Segusiavi evel ar bobl gentañ a oa bet kavet gantañ p’en doa kuitaet bro an Allobroged[2].

E 52 a-raok J.K. e voent galvet gant Verkingetorix da sevel un arme, asambles gant an Aedui, da dagañ an Allobroges hag a oa savet a-du gant ar Romaned[3]. Goude se e voent galvet ivez da gas soudarded da sikour Verkingetorix e seziz Alesia. Met e-keit-se e c’halle Julius Caesar treuziñ o bro gant e armeoù hep diaester ebet. War a seblant n’o devoe ket darempred fall gant ar Romaned : goude an aloubadeg ne voe mui emgann ebet, na gant an eil tu na gant egile.

  1. P. Valette in M.-O. Lavendhomme, «Guide archéologique de la Gaule : La Loire», p.40, p.42
  2. J. Caesar, De Bello Gallico, 1, 10. « Inde in Allobrogum fines, ab Allobrogibus in Segusiavos exercitum ducit. Hi sunt extra provinciam trans Rhodanum primi. » « Alese e kasas e arme da vro an Allobroges hag eus an Allobroges d’ar Segusiavi. Ar bobl gentañ eo a gaver e-maez ar Provincia, dreist d’ar Ron »
  3. De Bello Gallico, VII, 64, 4

Previous Page Next Page






Segusiaves Catalan Segusiavi German Segusiavi English Segusiavos Spanish Ségusiaves French Segusiavi Italian Segusiavai LT Segusiavi Dutch Segusiavos Portuguese

Responsive image

Responsive image