Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Sequani

Galia er c’hentañ kantved kent JK

Ar Sequani, pe Sequaned[1], pe Sekwaned hervez ar peurunvan, a oa ur bobl c’halian diazezet e traoñiennoù ar stêrioù Arar (Saône) ha Doubs. Krediñ a ra lod e oa *Sequana anv kozh an Arar, ar memes anv evel anv kozh ar stêr Saena.

Rannet e oant diouzh an Helveti gant ar menezioù Jura ; er gwalarn dezho e oa al Lingones ; er c’hornôg dezho e oa annezet an Aedui, en tu all d’ar Saône. Hervez Caesar en em astenne o bro betek ar stêr Roen en hanternoz. Vesontio (Besançon hiziv) e oa o c’hêr-benn.

A-raok da Julius Caesar stagañ gant Brezel Galia, e oa kevredet ar Sequani gant an Arverni a-enep an Aedui. En o brezel a-enep an Aedui, e c’houlennjont harp digant ar Sueved, renet gant ar penn german Ariovistus[2]. Treuziñ ar Roen a reas arme Ariovistus da zont d’o sikour e -71 ha trec’het e voe an Aedui. Rankout a reas ar Sequani avat lezel un tamm eus o bro, en hanternoz, gant ar Sueved. Gervel a rejont Caesar war o sikour. Gant an armeoù roman e voe argaset ar C’hermaned kuit e -58 hogen rediet e voe ar Sequani da rentañ o galloud d’an Aedui. Kement e voe hegazet ar Sequani gant an dra-se ma savjont a-du gant emsavadeg Verkingetorix e -52. Kemer a rejont perzh en emgann Alesia[3] hag e drouziwezh ar pobloù galian.

Ar proviñsoù roman e-kreiz Europa war-dro 395 goude JK.

Bro ar Sequani a voe lakaet e proviñs Gallia Belgica da gentañ hag e Germania Superior da c’houde. War-lerc'h e teuas, gant douaroù amezek, da vezañ ur broviñs roman anvet Sequania pe Maxima Sequanorum. Taget hag aloubet e voe Sequania diwezhatoc'h gant pobloù german evel ar Vandaled hag ar Vurgonded ha dont a reas da vezañ ul lodenn eus Rouantelezh Bourgogn.

  1. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 194, p. 225
  2. Julius Caesar, De bello gallico, levrenn VI, 12
  3. Julius Caesar, De bello gallico, levrenn VII, 75.

Previous Page Next Page






Sequaner ALS Секваны BE Секвани Bulgarian Sèquans Catalan Sekvanové Czech Sequani CY Sequanere Danish Sequaner German Σηκουανοί Greek Sequani English

Responsive image

Responsive image