Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Sergius III

Serj III
Pab an Iliz katolik roman

Ganedigezh Roma
Dilennet da bab 29 a viz Genver 904
Dibenn e baboni 14 a viz Ebrel 911
En e raok Leon V
War e lerc'h Anastaz III
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Sergius III (? –† 14 a viz Ebrel 911) a voe pab katolik eus 904 da 911.

Gant dilennidigezh Sergius, kont Tusculum, da bab, e tigor ur marevezh eus istor ar bibien anvet pornokratiezh, abalamour da levezon serc'hed ar bibien war eskibien Roma.

Renet e veze gant Marozia (892-937), merc'h Teofilakt (859-916), a oa bet bountet gant he zud da vezañ serc'h ar pab da 13 vloaz. Ur mab o doe, a voe pab, anvet Yann XI (906-936).

E-kerzh e babelezh eo e klaskas an impalaer Loeiz III, en 905, distreiñ eus e harlu, hag e voe prizoniet ha dallet gant roue Berengar Iañ, a zistroadas anezhañ hag a c'houlennas, en aner, digant ar pab, bezañ kurunennet gantañ evel impalaer nevez.

Aotren a reas pevarvet dimeziñ an impalaer Leon VI ar Fur gant e bried-kleiz Zoe Carbonopsina, a oa mamm e vab nemetañ (a vo impalaer war e lerc'h), ma voe reuz bras en Iliz.

Adsevel a reas iliz-veur Sant Yann Latran a oa bet distrujet gant ur c'hren-douar.

Mervel a reas Sergius III d'ar 14 a viz Ebrel 911.


Previous Page Next Page