Sevenadurezh ha sevenadur zo daou c'her disheñvel.
Gallout a ra bezañ kemmesket, da skwer e talvezo kement sevenadurezh saoz ha sevenadur saoz, implijet an eil evit egile.
A-wezhioù e vez gwelet sevenadurioù evel elfennoù un hollad brasoc'h ha renet gant ur stad a-bouez (Sina) pe un emglev a stadoù (Kornôg) gant harzoù, anvet sevenadurezh Sina, Afrika, SUA, europat hag all. Dreist-holl mard eus traoù fetis : pontoù, kêrioù ha porzhioù bras, hentoù...
A-wezhioù e servij ar ger sevenadurezh da urzhiañ etre sevenadurioù ar broioù ha da zismegañsiñ anezho :
Ha petra ober ?
Klask a ra lod da stourm evit delc'hen o zamm sevenadur a-enep nerzhioù kreñv sevenadurezh skignet gant sevenadur uhel ar greizenn bolitikel, pinvidikoc'h (Kenwerzh, Tailhoù) pe kreñvoc'h (Lu ; Skiantoù ; Teknologiezh).
Dav eo soñjal e vez kreizennet ur sevenadurezh tro-dro d'ur bobl pe d'ur Stad hag o deus muioc'h a startijenn en amzer a-vremañ pe o deus bet en amzer dremenet.
Ha merkoù ur sevenadurezh a vo ideoù difetis ivez evel :
Impalaeriezh ha sevenadurezh a zegas elfennoù kumun.