Sifern pe Friad (e medisinerezh: Sifern foran) a vez graet eus ur c'hleñved stank, dre-vras izel, hag a dap korzennoù analiñ uhel Mab-den ( gourlañchenn, fri) gant ur viruz[1].
Dreist-holl e vezo ar re viruz Picornaviridae (ar re Rhinoviruz en o touez), ar re Adenoviridae hag ar re Coronaviruz hag a vezo mammenn d'ar sifern.
Arouezioù ar c'hleñved sifern: poanioù penn, terzhienn, fri o tourañ, skuizhder betek koll naon.
Bilimadur ar reizhiad analiñ liesañ d'ar vugale yaouank flamm ez eo.