Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Simbol

"Komzit galleg, bezit naet" skrivet ouzh moger pratell skol Ayguatébia-Talau

Ar simbol, pe ar vuoc'h, a oa un dra (ur [botez-koad|votez-koa]]d da lakaat en e gerc'henn alies) a veze roet d'ur bugel pa veze tapet o komz brezhoneg er skolioù gallek.

D'e dro e c'halle e reiñ d'ur bugel a gleve o vrezhonegañ. An hini a veze ar simbol gantañ e diwezh an devezh a veze kastizet en un doare bennak gant ar skolaer. Evel-se e tesked d'ar vugale paouez da gomz brezhoneg, eveshaat ha flatrañ an eil egile.

Doareoù heñvel a veze e trevadennoù Bro-C'hall hag e re Bro-Saoz.

Ar simbol zo bet roet e parrez Boulvriag koulz er skol gristen hag er skol-Stad[1].

  • E 1928-1932, er skol gristen e oa ur votez-koad gant ur fiselenn.
  • E 1935 er skol-Stad e oa ur voest koaraj lakaet e kerc'henn ar vugale.
  • E 1930-1936 e oa ur votezig-koad lakaet er c'hodell.
  • E 1930-1938, er skol gristen, e oa ur baperenn skrivet warni e galleg "difennet eo komz brezhoneg".
  • E 1930-1938, er skol-Stad, e oa ur ganetenn goad.
  1. An Du, op. cit.

Previous Page Next Page






Simbol Catalan Le Symbole German Symbole English Simbolo (edukado) EO Symbole (enseignement) French Signum linguae Dutch Simbulu (Frantza) SC

Responsive image

Responsive image