Ur skourjez (deuet eus ar ger latin excoriare, "kignat", diwar corium, "kroc'hen"), zo ur benveg lêr, gant un troad koad alies, graet evit skeiñ, war al loened pe war an dud, hag evit gloazañ. Gallout a ra al lêrenn pe an troad bezañ hir pe hiroc'h. Meur a lêrenn a vez a-wechoù.