Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Split


Kêr gozh Split
Banniel Split
Skoed-ardamez Split

Split (anvet Spalato en italianeg gwechall) zo ur gêr vras eus Dalmatia, e Kroatia. Eil kêr vrasañ Kroatia eo, gant 178 102 a annezidi (e 2012) ha kêr-benn kontelezh Split-Dalmatia eo ivez. Lec’hiet eo en ur c'hourenez vihan hag a valir e Mor Adria. Ur porzh bras eo, evit ar greanterezh hag an touristerezh.

Savet e voe kêr Split en-dro da Balez Diocletianus, ur palez hag a voe lakaet sevel gant an impalaer roman Diocletianus. Genidik eus Dalmatia e oa an impalaer roman-se ha lakaat a reas sevel ur palez bras-bras (39 000 m²) war aod e vro, etre ar bloavezhioù 294 ha 305 da dremen dibenn e vuhez ennañ. Tre war bord ar mor e voe savet ar palez evit ma c’hallje al listri erruout en aod dirazañ. Adalek 1420 e voe Split e Republik Venezia, betek diskar ar stad-se e 1797.

Abalamour d’he savouriezh ha d’hec’h istor eo bet lakaet war roll lec’hiennoù Glad ar bed.


Previous Page Next Page






Split AN سبليت Arabic سپليت ARZ Split AST Split AVK Split AZ Спліт BE Спліт BE-X-OLD Сплит Bulgarian স্প্লিত, ক্রোয়েশিয়া Bengali/Bangla

Responsive image

Responsive image