Rann eus | Al-Qaida |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1999, 2006 |
Anv e yezh-vamm an den | الدولة الإسلامية |
Anv ofisiel | الدولة الإسلامية |
Anv er yezh a orin | الدولة الإسلامية |
Brezel | Brezel Irak, Iraqi insurgency, list of attacks in Iraq during Iraq War and after, Iraqi Civil War of 2006–2008, Brezel diabarzh Siria |
Anvet diwar | Islam |
Diazezer | Abu Musab al-Zarqawi, Abu Bakr al-Baghdadi |
Den e penn an aozadur | kalif ar Stad Islamek |
Prezidant | Abu Hafs al-Hashimi al-Qurashi, Abu al-Hussien al-Husseini al-Qurashi, Abu al-Hasan al-Hashimi al-Qurashi, Abu Ibrahim al-Hashimi al-Qurashi, Abu Bakr al-Baghdadi |
Organ kelaouiñ | Amaq News Agency |
Yezh ofisiel | arabeg |
Testenn ar ger-stur | باقية وتتمدد |
Kêr-benn | Mayadin |
Ideologiezh politikel | Jihadism, Islamouriezh |
Moneiz | Islamic State Dinar |
Erlec'hiañ a ra | Islamic State of Iraq, Al-Qaeda in Iraq, Mujahideen Shura Council, Jama'at al-Tawhid wal-Jihad |
Bro orin | Irak |
Darvoud-alc'hwez | Fall of Mosul, 2014 Northern Iraq offensive, Lazhadeg Sinjar, Kobanî massacre |
Awenet gant | Ibn Taymiyyah |
Hashtag | ISIS |
Banniel (deskrivadur) | Black Standard, Flag of ISIL |
Istor | history of the Islamic State |
Rummad evit an izili | Category:Islamic State of Iraq and the Levant members |
Tikedenn Stack Exchange | https://islam.stackexchange.com/tags/daesh |
Ar Stad Islamek (arabeg : الدولة الإسلامية ad-Dawlah al-ʾIslāmiyyah), bet ar Stad Islamek en Irak ha Siria pe ar Stad Islamek en Irak hag er Sav-Heol (الدولة الإسلامية في العراق والشام), anavezet ivez dre an teskanv داعش Daʿech, a zo ur Stad emzisklêriet d'an 29 a viz Mezheven 2014 gant ur strollad jihadour sunnit, e doare ur galifelezh. E miz Meurzh 2019 ez eo bet kollet tiriad diwezhañ ar c'halifad e Siria[3].
|
Ar Stad Islamek a voe brudet dre ar bed er bloavezh 2014 pa vountas war nerzhioù difenn gouarnamant Irak betek skarzhañ anezho diouzh lod kêrioù bras eus kornôg Irak, betek kemer kêr Mosoul ha Lazhadeg Sinjar. E miz Gouhere 2017, ar c'halifad a golle kêr Vosoul, an hini brashañ perc'hennet gantañ kemeret e oa bet gant al lu irakian. Goude an taol drastus-se, ar Stad Islamek en deus kendalc'het da goll tiriadoù d'ar Stadoù pe nerzhioù milourel enebet dezhañ. E miz Du 2017 e oa bet skarzhet eus an holl tiriadoù strategel.
Pennoù ofisiel an nerzhioù lu stadunanat o devoa embannet e miz Kerzu 2017, evel meur a reoù etrevroadel, ne chome nemet 2% eus an tiriad bet perc'hennet gantañ. D'an 10 a viz Kerzu 2017, kentañ ministr Irak Haider al-Abadi en doa embannete oa bet bountet gant nerzhioù lu Irak war ar Stad Islamek betek skarzhañ anezhañ diouzh harzoù ar vro. Kement-mañ a oa bet graet goude tri bloaz dalc'h eus tiriadoù ar vro gant ar strollad. D'an 23 a viz Meurzh 2019, ar Stad Islamek a golle lodennoù ziwezhañ e c'halifad. Kodianet e oa ar "gêr teltenn" hag an holl pokedoù en Al-Baghuz Fawqani goude Emgann Baghuz Fawqani.
أشهد أن لآ إلَـهَ اِلا الله وأشهد أن محمدا رسول الله / Ašhadu an lā ilāha illa-llāh, wa-ašhadu anna Muḥammadan rasūlu-llāh
"Touiñ a ran n'eus doue ebet estreget an doue, ha touiñ a ran ez eo Mohammed e gannad"