Taino, pe taíno (hervez ar skritur spagnolek) eo anv an henvroidi a veve en inizi ar Mor Karib (Bahamas, Antilhez Brasañ, hag hanternoz Antilhez Bihanañ) en amzer ma tegouezhas Kristof Koulm gant e listri e 1492.
Krediñ a reer e oa kar ar bobl Taino da Arawaked Kreisteizamerika. Kar eo o yezh d'ar familh maipureek a en em astenn adal Kreisteizamerika betek inizi ar Mor Karib
Pan erruas Kristof Koulm e oa pemp rouantelezh taíno en Hispaniola (Haiti hiziv ha Republik Dominikan), hag ur roue, pe cacique (pe kasik) hag a rene e pep hini, hag a veze paeet an truajoù dezhañ. Ar gasiked o deveze gwir da zougen bravigoù aour anvet guani, a veve e tier karrezek anvet bohíos e-lec'h ar re grenn evel ar bobl, a goazeze war skebell koad dirak o c'houviidi. Betek 3000 den a oa o c'hom er c'hêriadennoù brasañ.
Ar bobl taino a oa amezek d'ar bobl Karib, a oa feuls ha kriz, deuet eus Kreisteizamerika ha diazezet en Antilhez Bihanañ. Meur a studienn zo bet savet diwar-benn an darempredoù etre an div bobl.