Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Tibeteg

tibeteg
yezh naturel, yezh vev
Iskevrennad eusyezhoù tibetek rik, yezhoù tibetek ar c'hreiz Kemmañ
Anv er yezh a orinལྷ་སའི་སྐད, བོད་སྐད Kemmañ
StadRepublik Pobl Sina, Nepal, India Kemmañ
Raklec'hiet gantClassical Tibetan Kemmañ
Linguistic typologyYezh SOV, ergativel-absolutivel Kemmañ
LizherennegSkritur tibetek, Tibetan Braille Kemmañ
Ethnologue language status2 Provincial Kemmañ
Studiet gantTibetology Kemmañ
Kod yezh Wikimediabo Kemmañ

Ur yezh tibetek-burmek eo an tibeteg (བོད་སྐད་ bod skad) komzet gant tro-dro da 6 milion a dud e Tibet, Qinghai, Gansu, Sichuan ha Yunnan e Sina hag e Ladakh ha Sikkim en India hag e Bhoutan ha norzh Nepal.

Azrannet eo an tibeteg e meur a zialekt. Hag e-mesk ar re-se, dialekt Lhasa, a zo ur sort "lingua franca" e-touesk an Dibetaned, zo ur langaj unsilabek-ton. Ar rDzong-kha, un dialekt all tibetek, zo langaj ofisiel ar Bhoutan. Goulskoude, dialektoù all, sort d'an Amdo, n'o deus ket ton ha n'o deus strollajoù kensonenn a-gent kompliket, hag a zistaol muoc'h ar re zo merket ba'n ortograf.

Notet eo an Tibeteg gant un alfasillabeg bet krouet er VIIved kantved gant Thonmi Sambhota, eñv ministr ar roue Strong-btsan sgam-po, a-ziwar an devanâgarî. Bez so tregont lizherenn koublet gant pevar signoù diakritik implijet evit notiñ ar vogalennoù i, u, e, o. War kement-se vez laket teir gensonenn suskrit ouzhpenn, hag a zo moien gante cheñch ton ha lamet ur sachañ-alan, ha 4 gensonenn souskrit a-benn notiñ ar re dre ar staon pe ar re gant beg an teod war-gil. E-mesk ar langajoù tibeto-birman eo an tibeteg unan deus ar re goshañ testeniekaet, gant an tangout, ar birmaneg, an newareg hag ar meteieg

Langaj klasik bouddhism an Asi Uhel, bez so e-barzh ur lizheradur pourvezet abaoe ar VIIIvet kantved.


Previous Page Next Page