Ar bleunioù tro-heol (Helianthus annuus eus o anv skiantel), zo ur blantenn vloaziek dezhi bleunioù bras eus ar genad Helianthus, a orin eus Norzhamerika, evel an Helianthus tuberosus. Gounezet e vez ar greun, eoul enne (war-dro 40 % eus ar materi) ha mat-tre d'ober boued. Roet e vez an delioù d'ar chatal.