| |||
---|---|---|---|
Kolibried gant Ernst Haeckel e 1904.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Apodiformes | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Kerentiad an Trochilidae zo ennañ 328 spesad evnedigoù-lufr[1], evned-kelien[2], pe kolibried[3]. Gant ar ger diwezhañ-mañ e vez graet e meur a yezh dre ar bed evel un termen hollek, met evit ar skiantourien ne dalv nemet evit ur genad anezho, ar genad Colibri.
Termenet e voe e 1825 gant al loenoniour iwerzhonat Nicholas Aylward Vigors (1785-1840)[4], Trochilus ar genad skouer anezhañ.
Evned bihan-bihanik zo anezho, ar re vihanañ er bed : adalek 5 pe 22 cm, betek 35 cm evit ar spesadoù o deus pluñv hir ouzh o lost. Buan-kenañ e luskont o divaskell : 15 pe 80 gwezh bep eilenn.
Pluñv livet flamm zo ouzh o gouzoug pe war o fenn. Cheñch a ra kalz neuz o figos moan hervez ar spesadoù : gallout a ra bezañ pe hir-kenañ pe verr, pe eeun pe kamm da vat. Bihan-bihanik eo o favioù. Kouskediñ a reont e-doug an noz kuit da goll energiezh.
Kavout a reer anezho el lodenn vrasañ eus Amerika an norzh hag Amerika ar su. Stank int en takad neveztrovanel.
Bevañ a reont e meteier disheñvel, e kement lec’h ma kresk ar plant a c’hall pourchas nektar dezhe, adalek live ar morioù betek 5 000 m uhelder. Kalz brasoc’h eo o liested en toleadoù danveneziek.
Bihanañ evned ar bed eo kolibried Elena (Mellisuga helenae) a gaver e Kuba. Ne greskont ket en tu all da 2,5 cm evit daou c'hramm a bouez enno pe war-dro.
Gallout a rafed gwelet ur c’holibri e linennoù Naska.