Umberto Eco (5 a viz Genver 1932 – 19 a viz C'hwevrer 2016) a oa ur skrivagner italian hag ur semiotikour. Ganet e voe en Alessandria, e Piemont, en un tiegezh 13 a vugale. Studioù prederouriezh ha lennegezh en deus graet e skol-veur Torino, betek an doktorelezh. Ur post kelenner semiotik en deus bet e skol-veur Bologna adalek 1971 ha kelennet en deus ivez e meur a skol-veur hag a skol uhel en estrenvro.
Anavezet eo evit e romantoù faltazi hag e skridoù diwar-benn ar semiotik.