Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Valhalla


"Walhalla" (1896) gant Max Brückner.
An doue Heimdall a ward dor ar Walhalla. Dornskrid eus Island, XVIIvet kantved, mammenn : Skol-uhel Árni Magnússon en Island.

Er vitologiezh c'herman, ar Walhalla (a-wezhioù Valhöll pe Valhalla, pe Valhalle) eo al lec'h ma vez kaset ar vrezelourien galonek gant ar Valkiriezed. Ar baradoz Viking eo, e kalon rouantelezh an doueed, « palez Asgard » ma ren Odin.

Ar Walhalla zo 640 dor outañ, treustoù graet gant goafioù ha skoedoù e-lec'h teolioù[1]. Eno, ar vrezelourien zilennet, anvet Einherjar, zo laouen : diouzh an deiz en em gannont hag e lazhont an eil re ar re all, hag e tasorc'hont da gregiñ en-dro. Diouzh an noz e evont laezh ar c'havr Heidrun hag e tebront kig ar pemoc'h-gouez Saehrimnir hag e c'hoariont. Servijet e vezont gant ar Valkiriezed hag an hini yaouankañ eus an Norned. Odin na ra ken evañ, hag a ro ar boued d'e vleizi, ha Loki a gemer perzh er banvez ivez. Gortoz a ra an holl an deiz ma sortiint eus c'hwec'h kant ha daou-ugent dor ar Wahlalla e steudadoù eizh kant evit stourm er brezel diwezhañ a-enep Loki, ar bleiz Fenrir, hag enebourien niverus : deiz ar Ragnarök.

  1. Edda e komz-plaen, 1991, notennoù gant François-Xavier Dillmann, notenn 2 rannbennnad 40 : Le nombre des portes du Valhöl est donc de six cent quarante, puisqu'il est certainement question ici de la "grande centaine germanique".

Previous Page Next Page






Walhalla AF Wælheall ANG فالهالا Arabic Valhalla AZ Walhall BAR Вальхала BE Валхала Bulgarian Valhal·la Catalan Valhalla Czech Valhal Danish

Responsive image

Responsive image