Ar Venostes (Venostes pe Venostae e latin ) a oa ur meuriad Kelted pe Raeti eus an Alpoù hag a oa o chom e Raetia, er saonenn anvet hiziv Val Venosta pe Vintschgau, e Sutirol, e proviñs Bolzano. Dont a ra an anvioù Val Venosta ha Vintschgau eus hini ar Venostes.
Edont er su d'ar Focunates, er c'hornôg d'an Isarci, en norzh d'an Tuliassi, hag er reter d'ar Rugusci.[1]
Diasur eo o orin etnek. Hervez ar skrivagnerien int bet deskrivet evel Kelted pe Raeti[2][3].