Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Viruz

Brastres lieskementiñ ur viruz influenza

Ur viruz[1],[2],[3],[4],[5],[6],[7],[8],[9] (liester : viruzoù pe viruzioù) zo ur parazit ha ne c'hell ket e lieskementiñ nemet e kelligoù ar boudoù-bev. Gouest eo da gontammiñ an holl vevien, loened, plant, bakteri hag Archaea.

Tremen 11 000 seurt {{spesad]] viruzoù zo anavezet [10], petra bennak ma vije milionoù anezhe moarvat. Viruzouriezh — ul lodenn eus ar c'harvevoniezh — a reer eus studi ar viruzoù.

Teir lodenn zo en ur viruz : genoù graet diwar TDN pe TRN, ur grogenn proteinek o wareziñ ar genoù hag ur c'holoenn lipidek. Kalz bihanoc'h eget ar bakteri eo ar viruz daoust ma'z eus lod anezho brasoc'h eget ar bakteri bihanañ.

A-benn lieskementiñ e rank ebarzhiañ e c'henoù e diabarzh genom an ostiz. Eztaolet e vez e broteinoù asambles ha proteinoù ar gellig ha dieubet viruzoù nevez pa darzh houmañ.

  1. Diwar ar ger latin "virus" a dalv kement hag ampoezon, peurgetket.
  2. Roparz Hemon, Dictionnaire breton français, Al Liamm, 1978, pajenn 831a
  3. René Le Gléau, Dictionnaire classique français-breton, Tome X, Al Liamm, 1994, pajenn 4008a
  4. Geriadur divyezhek brezhoneg galleg, Mouladurioù Hor Yezh, 1994, pajenn 434a
  5. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, pajenn 1959b
  6. Alan Monfort, Gerioù evit komz brezhoneg bemdez, Hiziv an deiz, 2001, pajenn 57a
  7. Guy Étienne, Geriadur ar Vezekniezh, Preder, 2007, pajenn 222a
  8. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 1398b.
  9. Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton, Al Liamm, 2014, pajenn 838a
  10. (en) 11 273 e 2022, hervez 'Virus Taxonomy: 2022 Release'. Kavet : 18/09/2023.

Previous Page Next Page






Virus AF Virus (Medizin) ALS ቫይረስ AM Virus AN Clēofanwyrm ANG فيروس Arabic ܒܝܪܘܣ ARC ڤيروس ARY فيروس ARZ ভাইৰাছ AS

Responsive image

Responsive image