Ar watt (simbol: W) eo an unanenn SI evit ar c'halloudezh, ar flus energiezh hag ar flus gwrez.
Ur watt zo, dre dermenadur, ar c'halloudezh resevet gant ur sistem a vez kaset ennañ ent-reoliek un energiezh 1 joul e-pad 1 segondenn (1 W = 1 J.s-1 = 1 m2.kg.s-3).
War dachenn an elektregezh e klot ar watt gant un tredan 1 amper dindan ur voltadur 1 volt (1 W = 1 A.V).