Yezh minorelaet (saoz. minorised language) e vez graet eus kement yezh a vez komzet war un dachenn resis kichen-ha-kichen gant ur yezh all hag e lec'h e vez roet gwirioù disheñvel d'an div yezh - aliesik a-walc'h n'eus gwir ofisiel ebet evit ar yezh izel hag a vez anezhi peuliesañ yezh c'henidik an dachenn-se. Minorelaet pe bihanaet e vez ar yezh-se dre ret gant ar yezh all.
Neuze, pa reer gant an termen-mañ e vez keñveriet statud kevredel an eil yezh gant hini eben evel hini ar brezhoneg hag hini ar galleg.
Un nevezc'her savet diwar ar saozneg eo hemañ evit ober an diforc'h etre yezhoù a seurt-se ha daou dermen all yezh bihanniver pe yezh nebeut implijet:
Tennañ a ra an termen-mañ (saoz. 'minority language') d'an niver a dud a vez komzet ar yezh-se gante. N'eo ket kevatal atav na dre ret ur yezh yezh vinorelaet evel ar c'hatalaneg hag a vez komzet gant kalz muioc'h a dud evel gant yezhoù ofisiel Unaniezh Europa evel ar malteg da skouer ha n'int ket yezhoù minorelaet.
Setu an termen a vez implijet gant Burev Europa evit ar Yezhoù Nebeut implijet. Ha koulskoude n'eo kevatal atav gant ur yezh vinorelaet evel ar galizeg hag a c'hell bezañ implijet kalz gant ur bern tud bemdez.