An aber (anv gourel pe venel) eo lodenn izelañ ha ledanañ genoù ur stêr, ma teu ar mor enni, setu perak e vez izeloc'h pe uheloc'h an dour ennañ diouzh ma vez tre pe lanv.
N'eo ket heñvel ar gwel war an aber hervez liveoù al lanv : leun-chouk gant an dour pa ya al lanv en e live uheloc'h ha peuzgoullo ha lec'hidek d'an izelvor. Peurliesañ e vez aberioù brasoc'h ha hiroc'h war an aodoù roc'hellek ha pa vez bras al liveoù diwar tro al lanv.
Ur pouez bras a ya gant an aberioù e-keñver o rolloù armerzhel hag ekologiezhel.
E penn uhelañ an aberioù e kaver alies ar perzhier pennañ, evel e Breizh. War o genoù emañ staliet perzhier ivez. Meur a gêr a vez staliet war daou du un aber.
War riblennoù an aber hag e-barzh an aber e-unan e kaver takadoù gleb, lec'hioù buhezek eus ar gwellañ. Eno e vev amprevaned, buzhug, laboused hag meur a grigner. Eno e vev pesked ha kregin hag ur roll dibar o deus an takadoù gleb evit ar beskerezh.