E gwengelouriezh Hellaz e oa Agamemnon (henc'hresianeg : Ἀγαμέμνων / Agamémnôn, « divrall, pennek ») roue Mykenai a rene ar c'hresianed e brezel Troia. Mab, (pe douaren) ar roue Atreus hag ar rouanez Aerope e oa, breur Menelaos, pried Klytaimnestra ha tad Ifigeneia, Elektra, Laodike, Orestes ha C'hrysothemis.[1] Ar gwengeloù a ra roue Argos, pe Mykenai, anezhañ (anvioù lec'h disheñval evit an hevelep takad).[2] Agamemnon a voe lazhet e kerzh e zistro a Droia, pe gant gwaz-kleiz e wreg Aegisthus pe gant e wreg he-c'hunan.