Kalifiezh Córdoba war-dro ar bloaz 1000 |
Al-Ándalus en arabeg |
Divogalenn | |
Vogalennet |
Al-Andalus (arabeg : الأندلس ; spagnoleg : Al-Ándalus ; portugaleg : al-Ândalus) zo bet ur vro e ledenez Iberia a oa dindan veli vuzulman er Grennamzer e-pad 781 bloaz etre ar bloazioù 711 ha 1492.
Andalouzia hiziv, ur gumuniezh emren e Spagn, ne voe nemet un darn vihan eus ar vro-se pa oa en he brasañ.
Alouberezh ha trevadennerezh ar vro gant ar Verbered a voe ken trumm ma voent dic'hortoz, ha klotañ a rejont gant emled ha kresk ar bed muzulman.
Al-Andalus a zeuas da vout un oaled a sevenadur uhel en Europa ar Grennamzer .