Arabia (العربيّة, al-'Arabīyah en arabeg) zo ul ledenez vras e mervent Azia, tost da Afrika. Dezerzhioù a ya d'ober ar braz anezhi. Alies e reer anv ivez eus ledenez Arabia pe al ledenez arab.
Bevennet eo al ledenez gant ar Mor Ruz ha Pleg-mor Aqaba er c'hornôg, gant Mor Arabia er c'hreisteiz ha gant Pleg-mor Oman ha Pleg-mor Persia er reter. En hanternoz dezhi emañ stadoù Israel, Jordania, Irak ha Koweit. War an dachenn bolitikel eo rannet al ledenez etre ar c'hwec'h stad-mañ (eus an hini vrasañ d'an hini vihanañ):