|
Aragon, pe gentoc'h Aragón hervez ar spagnoleg ofisiel hag an aragoneg (Aragó e katalaneg), zo unan eus 17 Kumuniezh emren Spagn abaoe 1982. E reter-kreiz Spagn emañ, ha diazezet eo war hen Rouantelezh Aragon.
En hanternoz dezhi emañ ar stad c'hall, er reter Katalonia, er c'hreisteiz Valencia ha Kastilha-La Mancha, hag er c'hornôg Kastilha ha León, La Rioja ha Nafarroa.