Ares


Zeus, en e sav etre Athena hag Ares, krater savet gant Nikosthenes, British Museum (B364).

Ares (henc'hresianeg: Ἄρης / Arês pe Ἄρεως / Areôs) a oa unan eus doueed gwengelouriezh Hellaz, mab da Zeus ha da Hera, hag unan eus daouzek doue meur an Olympos. Daoust ma reer anv anezhañ alies evel doue olympiat ar brezel e oa kentoc'h doue ar brezel gouez ha feuls, personeladur al lazherezh pe an doug d'ar feulster ha d'ar gwad[1]. E zoare taer ha feuls, e emzalc'h brusk, e zoug d'an drailh ha d'al lazh ne sachont ket karantez an doueed all, nag hini an dud outañ.

Goude ma oa e-touesk an doueed veur ne oa ket enoret kenañ gant tud Henc'hres, douget da oberoù ar preder muioc'h eget da re an armoù. Disfiz a vage an Hellened diouzh Ares atav[2]. Lezc'hoar speredek Ares, Athena, a veze sellet outi ivez evel unan eus doueezed ar brezel, met tachenn Athena a oa kentoc'h hini ar brezel strategek tra ma rae Ares war-dro feulster dirakwelus ar brezel. Lec'h ganedigezh Ares hag e gêr wirion a oa pell, e bro an Draked varbar ha brezelekaus (Ilias 13.301; Ovidius, Ars Amatoria, II.10). Du-hont e tec'has goude bezañ bet dizoloet war ur fled gant Afrodite[3].

Sellout a rae ar Romaned outañ evel ouzh ur stumm eus an doue Meurzh, doue roman ar brezel hag al labour-douar, met en o zouez e veze enoret Meurzh kalz muioc'h evit Ares e Bro-C'hres (sellet ivez ouzh Athena).

  1. . Diskouezet e vez alies evel un doue un tamm digalon kentoc'h evit ur soudard kalonek. Chom a ra ra amjestr ar skridoù diwar e benn alies, evel en enskrivadur kañv eus diwezh ar VIvet kantved da-heul : "Chomit a-sav ha gouelit dirak bez Kroisos/ a oa distrujet un deiz gant Ares e fulor, pa oa oc'h en em gannañ er c'hentañ linennoù" (Aten, NM 3851) meneget e levr Andrew Stewart, One Hundred Greek Sculptors: Their Careers and Extant Works, Digoradur : I. "The Sources"
  2. "Deoc'h an hini am eus ar muiañ a gaz e-touez doueed Olympos," eme Zeus dezhañ en Ilias ( 5.890); "Da viken oc'h douget d'ar stourm, d'ar brezel ha d'al lazherezh".
  3. Homeros Odysseia VIII. 361; Diwar Ares/Meurzh ha Trakia, sellet ouzh Ovidius. Ars Amatoria Levrenn II. Lodenn XI.585, a zanevell ar memes mojenn : "o c'horfoù hualet zo, gant poan, dieubet, war o goulenn, A Neptun : Gwener a red da Bafos: tec'hout a ra Meurzh da Drakia."; Diwar Ares/Meuzh ha Trakia, sellet ivez ouzh Statius, Tebaid VII. 42; Herodotos IV. 59, 62.

Ares

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne