Ur ger liessteriek eo bann hag a c’hell bezañ implijet evit traou fetiș ha difetis.
Ar meneg kentañ zo bet kavet en ur spisc’heriad en ur dornskrid war-dro 1501[1].
E 1716, Loeiz Pelleter a ziskouezas an adanv ban evit an ed korzennet.
Dre vras e c’hell bann talvezout d'un draezenn hir ha moan, fetis pe difetis, ha da draoù goubar ivez. Ar verb bannañ zo kevatal d'ar verb teurel/teuler.