Boaz[1] pe Booz[2] (en hebraeg בועז (bō`az) « ennañ emañ an nerzh ») a zo unan eus tudennoù Levr Rout en Tanac'h. Rout, ur Voaviadez, intañvez Mahelon unan eus mibien Elimelec'h a oa deuet da Vetlehem gant he mamm-gaer Noemi goude marv he gwaz. Sikouret e voe gant Boaz, "un den galloudus, pinvidik, eus kerentiezh Elimelec'h"[3].
Divizout a reas dasprenañ anezhi hervez lezennoù ar mare. Priediñ a reas da Rout eta.
Genel a reas Rout ur mab dezhañ. Anvet e voe Oved. Hemañ a voe tad Yese, tad David.