Rann eus | Russian Social Democratic Labour Party |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1903 |
Anvet diwar | majority |
Enebet ouzh | Mencheviked |
Graet e vez Bolcheviked (unander: Bolchevik; rusianeg большевики, (unander) большевик, distaget: [bəlʲʂᵻˈvʲik], deveret diouzh bol'shinstvo, "muiañ niver") eus ar rann eus ar strollad marksour Strollad Sokial Demokratel Labourerien Rusia (SSDLR), renet gant Lenin, a zispartias diouzh ar rann Menchevik (eus men'shinstvo, "bihan niver"). C'hoarvezout a reas an disrann-se e-kerzh an Eil Kendalc'h e 1903, ha dont a rejont da vezañ dizalc'h e 1912. Da heul Dispac'h 1917 e teujont da vezañ e penn ar galloud gant Dispac'h miz Here en anv ar soviedoù. Er bloaz 1922 e teuas ar strollad da vezañ Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel.
Ar Volcheviked, krouet gant Vladimir Lenin hag Alexander Bogdanov, a oa e 1905 un aozadur galloudus gant un diaz kreñv a labourerien renet gant ur hierarkiezh demokratel kreizennet. An izili en em wele evel begenn ar reveulzi a oa da zont evit klas al labourerien e Rusia. An doareoù d'ober hag o mennozhioù a vez graet bolchevouriezh anezho.