源平合戦 Brezel Genpei | ||||
---|---|---|---|---|
E-kerzh Brezel Genpei Kanō Motonobu (1476-1559) | ||||
Riez | 大日本帝国 Impalaeriezh Japan Veur | |||
Marevezh | Marevezh Heian | |||
Padelezh | 1180-1185 | |||
Bellerion | ||||
| ||||
Disoc'h | ||||
• Diskar ar c'hlann Taira • Shōgunelezh Kamakura |
Brezel Genpei (japaneg : 源平合戦, Genpei gassen) a reer eus ur brezel diabarzh a voe e Japan a-bezh e diwezh ar Marevezh Heian adalek 1180 betek 1185 etre ar c'hlannoù Minamoto ha Taira.
C'hoarvezout a reas a-c'houde un taol-Stad a-berzh ar re Daira e 1179, ma lamjont pep kevezer eus ar gouarnamant kent o forbannañ ; ar re Vinamoto a respontas dre voulc'hañ ar brezel e 1180. E-kichen Heian-kyō (Kyōto hiziv), kêr-benn an impalaeriezh d'ar mare, e voe an emgann kentañ a-douez an 19 a voe er brezel-se.
Goude ar gad diwezhañ e voe diskaret ar c'hlann Taira, ha Minatomo no Yoritomo ar stalias e Kamakura ar c'hentañ shōgunelezh en Istor Japan er bloaz 1192 ; evel un diktatour e renas war ar vro a-bezh.
Pouezus-kenañ e voe Brezel Genpei en Istor Japan, pa verkas kresk galloud ar renkad vilourel, ar samurai ha diskar galloud trevourel an impalaer.