Brezhoneg Gwenrann pe gwerranneg eo ar brezhoneg komzet e ledenez Gwenrann.
Tamm-ha-tamm en deus kilet ar brezhoneg betek bout komzet mann nemet er penn pellañ, àr an aod : Pennestin, Kamoel, Ferel, Mesker, Penc'herieg, ar Groazig, Bourc'h-Baz hag all.
Gallaoueg ha galleg a vez komzet eno bremañ ; ar brezhoneg a vez komzet gant ar re o deus en desket met anavet e oa gant tud a-vihanik c'hoazh daou-ugent vlez zo, e Bourc'h-Baz. Ar re ziwezhañ oc'h ober gant ar yezh-se e oa ar baludourion e kêrioù evel Kervaleg, Rofia, Kermouzeñ, Tregate.
Levezon kreñv ar gallaoueg a zo bet àr vrezhoneg ar vro, hag an eneb zo bet ivez rak bout a ra gerioù brezhonek e gallaoueg ar vro ; e-pad pell o deus gouiet an dud div yezh. Aesoc'h eo evit ar gwerzhañ halen.
Kar da wenedeg eo brezhoneg ar vro, neoazh ez eus muioc'h a ziforc'h etreze aveit etre tregerieg ha leoneg.
Àr-dro 3 000 ger zo bet dastumet, reoù get ar re a gomze brezhoneg ar vro àr-eeun, ha reoù arall zo bet adkavet gras d'o bugale (troioù-lavar evel : « Kenavo, ma hi za ket hi skreñvo » a zo bet adkavet evel-se !).