Bro 'Voynet'

Bro Voynet a reer eus un rummad melestradurel gall da derkañ an tiriad savet gant al lezenn Voynet. Bez' ez eus anezhi un diriegezh savet diwar un dachenn a vez sellet outi evel unvan evit a sell an douaroniezh, ar gevredigezh, an ekonomiezh hag ar sevenadur.
Lakaet eo bet ar broioù-se war-sav gant lezenn ar 4 a viz C'hwevrer 1995, klokaet gant hini ar 15 a viz Mezheven 1999 (Lezenn Heñchañ Terkañ da bad an Diriegezh), anvet ivez "Lezenn Voynet". An dilennidi a gaver e kuzulioù ar broioù-se n'int ket dilennet war-eeun, anvet e vezont.

E Breizh (5 departamant ) ez eus 26 "bro Voynet".


Bro 'Voynet'

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne