Chema Yisrael (Shema Israel pe Sh'ma Yisrael ; hebraeg : שְׁמַע יִשְׂרָאֵל "Selaou Israel") zo ur bedenn yuzev, tennet diwar un darn eus an Torah. Chema Yisrael eo an daou c'her kentañ eus an darn-se. Emañ ar bedenn (berraet alies e Chema) e-kreiz servij ar mintin hag hini an noz el lid yuzev.
Er werzenn gentañ emañ mennozh pennañ ar Yuzevegezh, an undoueegezh : "Selaou, Israel : An Aotrou, hon Doue, eo an Doue nemetañ" (שְׁמַע יִשְׂרָאֵל יְהוָה אֱלֹהֵינוּ יְהוָה אֶחָֽד Levr an Adlezenn 6:4). Hervez ar Yuzevien oberiant, ar Chema eo pedenn bouezusañ al lid hag e zibuniñ div wezh bemdez zo ur miztvah (ur redi relijiel). Kustum eur ivez da zibunañ anezhañ da ziwezhañ a-raok mervel hag alies e vez desket abred d'ar vugale da zibunañ a-raok mont da gousket.
Ar ger implijet evit Doue eo an tetragramm YHWH.