Coldplay a zo ur strollad sonerezh rock saoz krouet e Londrez e 1998. Izili ar strollad eo Chris Martin (kaner ha pianoour), Jonny Buckland (gitar), Guy Berryman (gitar-boud) ha Will Champion (taboulinoù). Brudet int bet e 2000 gant ar single Yellow, hag a gaver er bladenn Parachutes. Berzh en deus bet ar bladenn ha kinniget eo bet er Mercury Prize. Coldplay a vo kinniget 2 wech c’hoazh d’ar Mercury Prize: e 2003 hag e 2005. Coldplay a zo bet unan eus ar strolladoù bet gwerzhet gantañ ar muiañ a bladennoù er villvloaziad nevez-mañ: muioc’h eget 30 million a bladenn gwerzhet. Brudet eo ar strollad dreist-holl gant ar singlioù In My Place, Speed of Sound pe c‘hoazh Clocks, bet gounezet gantañ ur Grammy Award.
Keñveriet e vez Coldplay gant Jeff Buckley ha Radiohead ha merzet e vez en deus ar strolladoù-se perzhioù boutin. Levezonet eo bet ivez Coldplay gant U2 ha Travis. Abaoe m’eo aet er-maez ar bladenn Parachutes, eo bet awenet Coldplay gant Echo and the Bunnymen ha gant George Harrison war A Rush of Blood to the Head (2002) ha gant Johnny Cash ha Kraftwerk war X&Y (2005). An div bladenn-se o deus graet berzh-bras, e-keñver an dezvarnerien ivez pa ’zint deuet er-maez. E 2002, A Rush of Blood to the Head a zo bet anvet pladenn NME eus ar bloavezh.
Coldplay a zo engouestlet en un doare politikel ha sokial: evit ar c’henwerzh reizh int ha sikour a reont Amnesty International. Kemeret o deus perzh ivez er Band Aid 20, el Live 8, hag evit an Teenage Cancer Trust. AEmiz Kerzu 2006 o doa kroget da labourat war ur pevare bladenn gant ar broduer Brian Eno. Deuet e oa ar bladenn-se er-maez d’an 11 a viz Even 2008, dindan an titl Viva la Vida or Death and All His Friends. E-korf an tri devezh kentañ e oa bet gwerzhet 302 000 skouerenn anezhi !
Abaoe 2009 e labouront da sevel ur pempvet pladenn a zlefe dont er-maez e diskar-amzer 2011.