Cynfeirdd, pe Kentvarzhed e brezhoneg, eo an anv a reer eus ar c'hentañ barzhed kembraek anavezet, barzhed ar VIvet kantved da gentañ. Komz a reer e kembraeg eus mare an Hengerdd, ar varzhoniezh kozh.
Met tamm-ha-tamm eo bet arveret ar ger evit ober anv eus ar varzhed kembraek betek marevezh ar Gogynfeirdd, Barzhed ar Briñsed (Beirdd y Tywysogion).
Komz a reer e kembraeg eus Canu'r Bwlch pa reer anv eus ar varzhoniezh etre mare an Hengerdd ha hini Barzhed ar Briñsed.
E-touez labourioù ar varzhed meneget evel cynfeirdd (kentvarzhed) emañ oberennoù Aneurin ha Taliesin, ar re vrudetañ anezho.
Ur varzhoneg arbennik eus ar marevezh-se ivez eo Armes Prydain (i.e. Armoù Breizh, Breizh-Veur ar mare-hont), barzhoneg brogar a c'halv da vountañ ar Saozon e-maez, savet war-dro.
Alies e vez liammet an Hengerdd ha Mojennoù a veze kontet gant Cyfarwydd an amzer. Ar re anavezetañ eo Canu Llywarch Hen ha Canu Heledd. Darn eus ar barzhonegoù a gaver e Levr Du Caerfyrddin (Llyfr Du Caerfyrddin) ha Levr Ruz Hergest (Llyfr Coch Hergest) a zo eus marevezh ar Gentvarzhed ivez.