Denoniezh

Denoniezh
Dikiblezh akademek – Penndanvez studi
Uskevrennad Skiantoù kevredadel
Danvez studi Denelezh
Rannoù Bevoniezh
Henoniezh
Kevredigezh
Sevenadur
Yezhoniezh
Studi holladelour mab-den
eo danvez an denoniezh

An denoniezh[1], pe c'hoazh an antropologiezh[2], eo ar skiant a studi an Den e pep keñver : emdroadur, korfadurezh, bevoniezh, kleñvedoù, kevredigezh, sevenadur hag all. War un dachenn strishoc'h ez eo he fal studiañ ar c'hevredigezhoù nann-kornôgat, pe c'hoazh ar bihanniveroù kenelel kornogat[3].

Meur a skol zo en denoniezh :

Troet gant tu arouezel ha tu kevredadourel an denoniezh eo ar C'hallaoued, ur skourr eus argevredadouriezh eo an denoniezh hervezo ; lod denoniourion e kav dezho ned a ket ar C'hallaoued don a-walc'h e studi danvezel ha fizikel ar c'hevredigezhioù.
Liesdiskiblezheloc'h eo an doare angl-ha-sakson, pa rann an denoniezh e pevar skourr :

  • an denvevoniezh, pe denoniezh fizikel, a studi emdroadur perzhioù fizikel an den, hiloniezh ar pobladoù ha diazezoù bevoniel emzalc'h an dud, pe hini o c'herent ar primated
  • an denoniezh kevredadourel, a studi frammoù ar gevredigezhioù, ar politikerezh, ar gerentiezh a-douez tachennoù all ; un adskourr eo an denoniezh sevenadurel, a studi an doareoù-bevañ, ar relijionoù, ha kement tu arouezel ar c'hevredigezhoù denel — an dudoniezh eo an iskourr-mañ e gwirionez
  • an denoniezh ragistorel, a studi ar c'hevredigezhoù denel a-wezhall, dre ar c'halvezadoù a zo chomet war o lerc'h
  • ar genelyezhoniezh, a studi penaos e kemm ar yezhoù dre ar c'hevredigezhoù denel.
  1. Hervez TermOfis ha Preder.
  2. Hervez Brezhoneg21 ha TermOfis. Diwar an nevezlatin (1593) anthropologia, e-unan diwar ar gerioù henc'hresianek ἄνθρωπος ánthropos "den" ha λόγος lógos "studi", "skiant".
  3. An dudoniezh eo ar skiant a studi pobladoù resis, pa 'z eo pal an denoniezh kompren ar spesad denel en e bezh.

Denoniezh

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne