Ur pezh paperenn pe follenn ma vez skrivet un dra a-bouez a c'hell bezañ un diell. Gant ar ster-mañ e c'hell un diell bezañ un draezenn implijet er mare-mañ. Koulskoude eo deuet ar ger da vezañ implijet aliesoc'h-aliesañ evit ar paperennoù kozh (pe deulioù kozh war pep seurt danvez), peurvuiañ ar re a zo bet miret a-ratozh diwar o fouezusted. Evit ar paprennoù a-vremann eo gwelloc'h gant ar ger teul. Dielloù koshañ a c'heller kavout a zo re Egipt war bapiruzoù pell a-raok ar marevezh kristen. Ar re a ra war wareziñ an dielloù kozh a zo an diellourien ha graet e vez en dielldioù.